II diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

DYONISIUS, TARSICIUS, SEBASTIAN

SEBASTIAN
Mil bennozh Doue warnoc’h, Dyonisius.
Ur c’hloar nevez a zo o skediñ warnomp. Pankras ha Rusticus zo bet paket gant soudarded Diocletian.

DYONISIUS
Tarsicius en deus degaset ar c’heloù din.

SEBASTIAN
Prefed Rom en deus o c’hondaonet da vezañ strinket e toull al loened gouez. An traoù a yelo en-dro buan, a gav din. Ez eus e kraou al loened tri zigr ha pevar leon eus ar re grishañ, ha n’o deus debret tamm tri devezh zo.

DYONISIUS
Ha petra a ouzout, Sebastian, diwar-benn hor mignoned ? Daoust ha n’en deus ket Prefed Rom aotreet dezho, hervez ar c’hustum, dont amañ da zebriñ ganeomp evit ar wech diwezhañ ?

SEBASTIAN
Prefed Rom en deus roet an aotre. N’oa ket, gwir eo, evit e zinac’hañ, Dyonisius. A bep amzer, an impalaerien, ar re grishañ zoken, o deus roet an aotre-se. Bremaik diouzhtu, Pankras ha Rusticus en em gavo amañ, Lucian ganto.

DYONISIUS
Petra a leverez ? Lucian zo bet paket ivez ?

SEBASTIAN
Paket ha barnet, war zigarez m’edo o vont da ziskar doueoù Rom. Pebezh diotachoù !

DYONISIUS o vousc’hoarzhin
Ugent vloaz zo, ha muioc’h zoken, ma c’houlenn bemdez Lucian digant an Aotroù Doue bezañ merzheriet.

SEBASTIAN
Mat. E bedenn zo selaouet. Stourm a raio warc’hoazh, Pankras ha Rusticus gantañ, a-enep al loened.

DYONISIUS
Ha ni, Sebastian, ha ni ? Pegoulz e teuio deomp ivez un enor ken dispar ?

SEBASTIAN
Pa blijo gant an Aotroù Doue. Mouezhioù er-maez.

DYONISIUS
Emaint aze, Sebastian ; kae da zigeriñ, me az ped. Sebastian a ya.