I diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1912
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AR PRED-BOUED DIWEZHAÑ

Bankoù ha kadorioù. Un daol vras a-walc’h.

DYONISIUS, TARSICIUS, azezet o-daou tost d’an daol

DYONISIUS
Lavar din-me, va c’haezhig, penn-da-benn, ar pezh ac’h eus gwelet dirak lez-varn an impalaer.

TARSICIUS
Aes eo. Pankras ha Rusticus, goude bezañ lennet al lezenn, a rogas anezhi, a-grenn. Pakent e oent neuze gant soudarded. P’edon eno, me, glac’haret naet gant se, Pankras a’m c’hasas kuit o lavaret : Tarsicius, kae buan da reiñ da anaout d’ar beleg ar pezh a c’hoarvez.

DYONISIUS
Mat ec’h eus graet. Mall bras oa ganto ez afes, rak n’eus mar ebet, Tarsicius. Warc’hoazh, d’an diwezhatañ, an daou wir gristen-se a vezo merzheriet.

TARSICIUS
Pankras en deus hel lavaret ivez.

DYONISIUS
Ret eo deomp ober ar gwellañ evit reiñ nerzh dezho hag o frealziñ, dreist holl en ur gas dezho, mar gellomp, o c’homunion ziwezhañ.