VII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1928
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERVE, JILDAZ

JILDAZ
Doue r’ho pennigo, Herve. Me eo Jildaz, abad e gourenezenn Rewiz. Deut ’on da gomz ouzhoc’h diwar-benn ar gwalleurioù spontus a gouezh, en amzer a vremañ, war hor Breizh karet. Fellet eo bet din, Herve, kaout ho kuzul war gement-se. Konomor, roue Kernev, o chom e-kichen Karaez, a zo euzhus e zoare bevañ. Un den kriz ha didruez n’eo ken. Ne oar nemet gwaskañ an nesañ ha lakaat ar gwad da redek. Herve ha Jildaz a azez.

HERVE
N’eo ket bet fall evel-se a bep amzer. Gouenou, abad, a savas ur manati war un tamm douar roet dezhañ gant Konomor. Diwar-neuze, war a welan, deut eo da vezañ fall.

JILDAZ
Fall eus ar re washañ. Rak-se ur soñj a savas em spered evit gwellaat an traoù. Konomor a zo bras e garantez evit Trifina, merc’h Gwerog, kont Gwened. Mat ; Gwerog a zo va mignon a bell zo ha va gwellañ mignon. Mar fell din ober ar goulenn outañ, e roio e verc’h da Gonomor. Ha neuze her c’hrediñ a rafen a-walc’h, kalon Konomor a zeufe da deneraat gant ar garantez, hag ar gwad, fiziañs am eus, a baouezfe da redek. Petra ’soñjit, Herve diwar-benn ar pezh a zo em spered ?

HERVE
Konomor a zo bras e c’hoant da gaout enorioù. Mar teu da zimeziñ gant Trifina, e vezo roue n’eo ket hepken war Vro-Gernev, met ivez, diwezhatoc’h, war Vro-Wened. Levenez a savo ennañ, neuze, hag ar galon, pa vez laouen, a ya peurliesañ war wellaat ha war deneraat. An traoù a yafe da vat, marteze, evit hor Breizh muiañ-karet.

JILDAZ
Doue a wel e goueled hor c’halon. Eñ eo, hep mar ebet, en deus roet din, evit mat hor bro, ar mennozh-se, da lavaret eo, eurediñ Konomor ha Trifina.

HERVE
Ra ziskenno warnoc’h, Jildaz, gras an Aotroù Doue. Kit gant hoc’h hent, kuzuliet gant hor Salver, ha karget eus e vennozhioù.

JILDAZ
Kenavo, Herve, ha mil bennozh Doue deoc’h. Ur paotrig a welan o tont amañ. Ur bugel eus ho ti-skol eo, marteze. Kenavo, Herve. Herve ha Jildaz a sav. Jildaz a ya kuit. Ur mesaerig deñved a zeu. Gwisket eo gant ur c’hroc’hen maout.