V diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1928
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AR VUGALE, HERVE

HERVE
Azezit, mignonedigoù, azezit war ar bankoù-mañ. Emaon o vont da ober ganeoc’h hol labour pemdeziek. Evit ar wech kentañ eo e roan deoc’h ur gentel. Selaouit va c’huzulioù a-berzh an Aotroù Doue. Savet em eus ur gelenn nevez evidoc’h. Lakait ho poan d’he derc’hel a-bezh en ho spered :

« Pa zihunit en ho kwele, kinnigit ho kalon d’an Aotroù Doue, grit sin ar groaz ha livirit gant feiz, fiziañs ha karantez, livirit : Va Doue, deoch e roan va c’halon, va c’horf ha va ene ; ra vezin, gant ho kras, ur c’hristen mat a zen ; panevet-se, ra varvin yaouank-flamm.

« Pa welit ur vran o nijal, dalc’hit soñj ez eo an drouk-spered ken du ha ken fall hag hi ; pa welit ur goulmig wenn o nijal, dalc’hit soñj ez eo hoc’h ael mat ken dous ha ken gwenn hag hi.

« An Aotroù Doue a sell ouzhoc’h evel an heol diouzh penn uhelañ eus an neñvoù. Doue eo hag ho laka da vleuniañ evel m’emañ an heol o lakaat da vleuniañ roz gouez ar menezioù.

« Diouzh ar pardaez, a-raok mont d’ho kwele, livirit ho pedennoù ; taolit evezh mat d’o lavaret bepred, evit ma ziskenno diouzh an neñvoù un ael gwenn hag ho tiwallo betek ar gouloù-deiz. »

Setu, bugaligoù karet, an tu ar gwellañ da vezañ evel kristenien vat. Grit, eta, ar pezh en em gav er gentel-se, hag ho puhez a vezo santel. Ha bremañ, it da c’hoari un tammig adarre. Ar vugale a ya kuit gant kriadennoù laouen. Guiharan a zeu.