IV diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1928
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, GUIHARAN

AR SKOLAER
Dont a rez, Guiharan, e poent hag en amzer. Setu, en hon touez, ur skolaer nevez, Gwennole. Emañ o paouez kaout aon dirak hor bleiz, gwelet gantañ er c’hraou.

GUIHARAN
Ur bleiz eo, e gwirionez dreist ar bleizi all. N’eus ket bet, n’eus ket ha ne vezo ket da viken ur bleiz all bennak heñvel outañ. Daou viz zo, pe war-dro, debret en deus azen an aotroù Urfoal.

GWENNOLE o c’hoarzhin, ha, ha, ha !
Ha neuze ? Mar en deus debret un azen, n’eo ket evit se eo, a gav din, e ve disheñvel bras diouzh ar bleizi all.

GUIHARAN
Va lez me ’ta, lavaret an traoù penn-da-benn, pennglaouig ma’z out. Goude bezañ debret an azen, aet eo kuit en em dennañ er chapel, ha redek a raen, me, war e lerc’h, ur forc’h houarn ganin evit hel lazhañ. Mat ; n’em eus ket e lazhet.

GWENNOLE
Na perak ’ta ?

GUIHARAN
Edo an aotroù Herve er chapel, o pediñ an Aotroù Doue a greiz e galon. Ar bleiz a yeas raktal d’her c’havout, dous ha chentil, fichañ e lost evel ur c’hi bihan. « Ro dezhañ peoc’h, a lavaras din an aotroù Herve, ro dezhañ peoc’h. Pardoniñ a ran, me, dezhañ. Keuz en deus d’e dorfed. Debret en deus hon azen ; dont a ra evit kemeret e lec’h , evit labourat en e lec’h. »

GWENNOLE
Biskoazh kement all.

GUIHARAN
Ha diwar-neuze, bevañ a ra e-touez hon deñved, mignon-bras ganto ; dougen a ra, bemdez, seier leun a winizh d’ar vilin, he seier leun a vleud d’ar gêr. Mont a ra ganin, d’ar c’hoad, da gerc’hat ar c’heuneud a lakaan war e gein. Bremaik, d’ar park, e tenno an alar evel ur marc’h, ar un tamm douar am eus da labourat.

GWENNOLE
Penaos e c’hoarvezas kement all a draoù burzhudus ?

GUIHARAN
N’eo ket souezh. Ar sent, hag an aotroù Herve a zo unan anezho, ar sent a zo o galloud en tu all d’hor spered. Gouzout a reont ober tud vat gant torfedourien ha loened kuñv gant loened kriz. Rak-se, bugaligoù, karit an aotroù Herve gant ur garantez ken bras hag an hini hoc’h eus evit ho tad. Dall eo, evel a ouzoc’h ; dall e oa o tont er bed-mañ. Kent a se e tleit sentiñ outañ gwelloc’h c’hoazh eget ouzh ur mestr all. Setu eñ o tont d’ho lakaat da labourat, da reiñ deoc’h e gentelioù fur. Herve a zeu ; Guiharan a ya kuit.