III diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1928
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AR VUGALE, UR SKOLAER, GWENNOLE

GWENNOLE
Me a zo Gwennole va anv. Emaon o klask ti-skol an aotroù Urfoal, a-berzh va zad, a fell dezhañ e teufen da vezañ skolaer er skol-se.

UR SKOLAER
Mat ; emañ ar skol-se amañ, met an aotroù Urfoal zo aet kuit, hag an aotroù Herve eo a zo deut da vezañ hor mestr war e lerc’h. An aotroù Herve, avat, a zo ken mat ha ken karet hag an aotroù Urfoal.

GWENNOLE
Gwell a se ; bez ez eus evelato en ti-skol-mañ, traoù ha ne gaver ket er skolioù all, hag a zo gouest da spontañ an dud a gren.

AR SKOLAER souezhet
Traoù hag a laka an dud da vezañ spontet ? Ne glevan ket, tamm ebet, ar pezh a fell dit lavaret. Dit e vezo graet ganeomp, Gwennole, un degemer laouen eus ar re laouenañ ; ni a vezo evidout mignoned vat. N’az pezo ket ezhomm da gaout aon, e nep giz, dirazomp.

GWENNOLE
N’eo ket dirazoc’h eo, kennebeut, em bezo da gaout aon. Dirak traoù all eo.

AR SKOLAER
Ha pere ’ta ?

GWENNOLE
Pa dremenen dre ar porzh, n’eus nemet ur pennadig, digor e oa dor vras ar c’hraou. Mat ; petra ’meus gwelet er c’hraou ? Ur foultrenn bleiz a selle ouzhin. E zaoulagad a lugerne en e benn ; e zent gwenn, en e c’henoù, a oa ken hir ha va biz bihan. Ar vugale holl a ziroll da c’hoarzhin.

AR SKOLAER
Ha dirak ar paourkaezh bleiz-se eo ec’h eus bet aon ? Bez dinec’h, Gwennole ; hennezh ne raio biken an disterañ droug na dit, na da zen. A-hent-all, setu o tont davedomp Guiharan, mevel an aotroù Herve. Hennezh a zisplego dit, gwelloc’h kalz egedomp, doareoù ar bleiz-se. N’az pezo nemet selaou ar pezh a lavaro. Guiharan a zeu.