II diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1928
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERVE, AR VUGALE

HERVE
Selaouit, bugaligoù ; ur c’heloù bras am eus da reiñ deoc’h. Karout a raec’h, a greiz kalon, o mestr Urfoal ?

AR VUGALE a-unan
Ya, ya, a greiz kalon.

HERVE
Aet eo kuit Urfoal evit bezañ muioc’h-mui pell diouzhomp, tal-ha-tal gant an Aotroù Doue, en ul lojennig dister, e goueled ar c’hoadoù don. Poan hoc’h eus, her c’hrediñ a ran, da vezañ dispartiet digantañ.

AR VUGALE a-unan
Poan vras, ya, ya !

HERVE
Met an Aotroù Doue a zo bet bras e vadelezh en ho keñver ; roet en deus deoc’h ur mestr all, ha me eo ar mestr nevez-se.

AR VUGALE
Ni ho kar, mestr, ni ho kar.

HERVE
Reiñ a ran deoc’h un diskuizh bihan, hag an aotre da c’hoari un tammig etrezoc’h. Bremaik e roin deoc’h va c’hentel gentañ ; evit hiriv ne vezo ket re hir. Ur gentelig ne vezo ken. Herve a ya kuit ; Gwennole a zeu.