I diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1928
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERVE, URFOAL

URFOAL
Deut eo evidomp, Herve, an deiz ma tleomp pellaat an eil diouzh egile.

HERVE
Ur rann-galon eo evidon, va eontr ker.

URFOAL
Evidon ivez ; mont a rin, hiriv, pell diouzh amañ.

HERVE
Ha da belec’h eo ez eot ?

URFOAL
E goueled ar c’hoadoù don a zo war hon tro. Sevel a rin eno un ti soul, ul lojennig paour. Skuizh-marv ’on, Herve, gant ar vuhez a dremenan e-touez an dud, hag a vir ouzhin da bediñ evel a fellfe din. Re a drubuilhoù a zo, er bed-mañ, evit an hini a blij dezhañ bezañ, e-unan-penn, noz-deiz, dirak e Zoue. Emaon o vont kuit, Herve, ’r c’hentañ ’r gwellañ.

HERVE
Ar c’heloù-se a zegas din un nec’hamant eus ar re boaniusañ, ur glac’har a lakaio va daeroù da redek. Savet hoc’h eus, va eontr ker, ur vandenn vrav bugale. Roet hoc’h eus dezho an deskadurezh kristen ; desket o deus, diganeoc’h, da anaout, da bediñ ha da garet an Aotroù Doue. C’hwi zo karet ganto a greiz o c’halonoù. Petra a zeuio da vezañ an holl baotredigoù-se, goude ma viot aet kuit ?

URFOAL
Un tad all a gavint, a drugarez Doue, un tad gwelloc’h kalz egedon, ha te eo, Herve, an tad-se.

HERVE
Ne zilezin ket an deñvedigoù-se, sur eo. N’eus forzh ; n’ankounac’haint biken o mestr Urfoal, o mestr muiañ-karet.

URFOAL
A-raok mont kuit, e roan hiriv, dit, va zi skol ha va holl skolaerien vihan. O reiñ a ran dit en anv an Doue a garomp, hon daou, gant kement a garantez. A-hent-all setu o tont davedomp ul lod anezho. Kavout a raint eus da berzh un degemer mat. N’on ket nec’het an disterañ war gement-se. Kenavo, va niz karet ; ra ziskenno warnout, Herve, bennozhioù santel an Aotroù Doue.

HERVE
Ra ziskennint ivez warnoc’h, va eontr karet ; kenavo ! En em vriata a reont an eil egile. Mouezhioù laouen er-maez. Ar vugale a zeu.