VIII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1928
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HERVE, AR MESAERIG

AR MESAERIG
Me a fellfe din komz ouzh an aotroù Herve. E pelec’h eo e c’hellin her c’havout.

HERVE
Me eo, mignon bihan. Piv ’out-te ha petra a fell dit ?

AR MESAERIG
Me a zo Yann va anv, ha va micher eo bezañ mesaer deñved. Fellet eo bet din ho kwelet.

HERVE
Perak ’ta ?

AR MESAERIG
Evit ho trugarekaat ha reiñ deoc’h va anaoudegezh vat, a wir galon.

HERVE
Ne glevan ket ar pezh a leverez. N’out ket anavezet ganin ha n’em eus graet dit mat ebet, betek-henn, da vihanañ.

AR MESAERIG
Eo eo ; graet hoc’h eus ur mad bras din, ha n’eus ket pell, a zo gwell.

HERVE
Lavar penaos ’ta.

AR MESAERIG
Saveteet hoc’h eus, er sizhun dremenet, unan eus va oaned ar c’haerañ ; her tennet hoc’h eus diouzh dent ar bleiz spontus.

HERVE
Me, mignonig, me ? Penaos em bije gellet hen ober ? N’edon ket ganez ; pell diouzhit e oan.

AR MESAERIG
N’eus forzh ; p’am eus gwelet va oanig paour kroget gant Gwilhoù ar bleiz, me a zo en em daolet war va daoulin o lavaret ar bedennig-mañ :

Mar bezez Satan, ra z-i pell en an’ Doue
Mar bezez Gwilhoù ra z-i pell dre Sant Herve

Ar bleiz, neuze, a zo aet kuit, gouestadik, goude bezañ distaolet din va oanig. Ho trugarekaat a ran adarre.

HERVE
N’eo ket din-me eo, paotrig, n’eo ket din-me eo e tleez reiñ da anaoudegezh vat, met d’an Aotroù Doue. Eñ eo en deus distaolet dit da baourkaezh oanig. Ouzhpenn, arabat eo lavaret : Ra z-i pell dre Sant Herve. Me n’eo ket ur sant ’on ; me eo Herve ha netra ken.

AR MESAERIG
Mat ; lavaret a reomp ar pezh ’zo bet desket deomp. Kenavo ha trugarez deoc’h.

HERVE
Kae, bugel karet. Ra vezi benniget gant an Aotroù Doue. Herve hag ar mesaerig a ya kuit. Samson, Houardon ha Jildaz a zeu, diskabell o zri.