Kentañ diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MEVEN, KOLOMBAN, HERVE an tri en o za, o pediñ

MEVEN
Doue an Tad, doue ar Mab, doue ar Spered Santel ! Treinded sakr o vezañ un Doue hepken, ni ho ped a greiz hor c’halon evit ma plijo gant ho madelezh sellet ouzhomp.

HERVE HA KOLOMBAN a-unan
Evel-se bezet graet !

MEVEN
Ni ho ped a greiz hor c’halon evit Breizh, evit ar vro a garomp. Enebourien Breizh a zo bras o c’hounnar, hag evito da vezañ kristen eveldomp, fellet eo bet dezho sevel a-enep deomp, ha laerezh douar sakr hon tadoù-kozh. Doue hollc’halloudek, ho pezet truez ouzhomp.

HERVE HA KOLOMBAN a-unan
Evel-se bezet graet !

MEVEN
Bez ez eus bet, Aotroù Doue, aelez santel hag a zo chomet leal en ho keñver. An aotroù Sant Mikael venniget, o tougen en e zorn ur c’hleze graet gant al luc’hed, en deus stlapet an aelez fall en ifern. Doue kreñv ! Doue ar brezel, ni ho ped a greiz-kalon. Ra vezimp-ni heñvel ouzh an aelez vat. Ra vezo hor roue Judikael heñvel ouzh Sant Mikael. Ra vezo e gleze trec’h d’ar Franked.

HERVE HA KOLOMBAN a-unan
Evel-se bezet graet !

MEVEN
Roit deomp, dreist-holl, ha d’ar Vreizhiz karet, ur vuhez santel war an douar, hag ar vuhez a bado da viken er baradoz.

HERVE HA KOLOMBAN a-unan
Evel-se bezet graet !

An tri a ra sin ar groaz a-unan.

MEVEN
Ha petra ’ouzoc’h a-nevez, va bugale geizh, diwar-benn an emgann ?

KOLOMBAN
Nebeud a dra, va zad, nemet m’hon eus klevet mintin-mañ, Herve ha me, o labourat er parkeier, trompilhoù o seniñ kaer war-zu ar sav-heol.

MEVEN
Ha n’ho peus ket gwelet piv a vije o seniñ ?

HERVE
N’hon eus ket, ha n’edomp ket evit hen ober a-dreuz da goadoù teñval Brekelien, a en em astenn tro-war-dro da vanati Gael.