XIV diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1917
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

JUDIKAEL, JEZUZ, MEVEN o tougen sae wenn Judikael. Meven en em laka war e zaoulin da adoriñ Jezuz. Sevel a ra goude ur pennadig.

JEZUZ
Tenn da vantell ha da sae a roue, Judikael. Judikael a denn. En em wisk gant sae ar venec’h, glan evel da galon. Judikael a laka ar sae vanac’h. Judikael ha Meven en em laka war o daoulin dirak Jezuz, an eil a-gleiz, egile a-zehoù. Jezuz a sav e zaouarn a-ziouto. Ho pennigañ a ran ho taou, va sent karet. Va gwelet ne reot mui, hiviziken, nemet er baradoz. Me ho kar. Jezuz a ya kuit goustad, war e gil, o sellet atav outo. P’eo aet kuit, Herve ha Kolomban a zeu. Judikael ha Meven a sav. Klevet a reer ur c’hloc’h o seniñ kaer a-bell.

JUDIKAEL, MEVEN, KOLOMBAN, HERVE, MENEC’H ALL
Kolc’h ar manati a son pedennoù diouzh an noz. Deomp da bediñ, va breudeur. Ar bedenn n’eo ken tra nemet ar baradoz war an douar.

Benedicat vos omnipotens Deus, Pater, et Filius, et Spiritus Sanctus.

AN TRI ALL a-unan
Amen !

Ar gouel a ziskenn.