XIII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

JUDIKAEL, JEZUZ

JUDIKAEL
Chom a ran, va c’haezhig. Deus da’m c’haout. Jezuz (Gwenael) a zeu ; gwisket eo gant ur sae wenn-kann, bleuñv aour dispar outi. Bez ez eus ur c’helc’h aour en-dro d’e benn. Judikael en em strink war bennoù e zaoulin.

JEZUZ
Sell ouzhin, va Judikael karet. Sell ouzh da Zoue Jezuz. Gwenael, ar paotrig ac’h eus gwelet ha graet vat dezhañ, a oa me. Daouarn Gwenael oa va daouarn-me. Ar pokoù ac’h eus roet dezho, o roet ec’h eus da’m daouarn-me. O vezañ karet Gwenael, me eo ac’h eus karet.

JUDIKAEL
Dare ’on da vervel gant al levenez, va Jezuz ! Tridal a ra va ene gant ur garantez virvidik. Na petra ’rin-me, va Doue, evit plijout deoc’h, evit ho trugarekaat evel a rankan ?

JEZUZ
Kemeret da sae a vanac’h, evel gwechall. Emañ Meven o tont. Meven eo ur sant bras. En em ziskouez em eus graet dezhañ evel dit, Judikael. Dont a ra eus va ferzh, da sae wenn gantañ.

JUDIKAEL
Laouen e vezo ouzh he reiñ din a-nevez, va Jezuz, met ne vezo ket laouenoc’h egedon-me.