XII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

JUDIKAEL, MEVEN

MEVEN
Meulomp ! Aotroù roue, meulomp da viken madelezh hon Doue. Ar priñs Hoel, ma’z anavezec’h mat anezhañ abalamour d’e dorfedoù, a zo o paouez mervel evel ur sant, goude bezañ goulennet truez evit e bec’hedoù, ha degemeret gant karantez un ael, korf sakr hor Salver benniget.

JUDIKAEL
N’eus netra, va zad, a ve gwelloc’h d’hor c’halon eget ur pec’her o tistreiñ ouzh Doue. Kompren a ran bremañ ; gwelet em eus amañ bremaik ur paotrig kaezh, e zaouarn leun [a] c’hwad, a bede a wir galon evit un den gwall glañv, a lavare. An den-se eo Hoel ez oa.

MEVEN
Just ; Hoel en doa paket ar paotrig-se ha graet dezhañ mil boan a bep seurt. O vezañ deut ar paotrig da glask sikour amañ, miret em boa ouzh Hoel na rafe dezhañ droug ebet. Fellet oa bet da Hoel her pakañ evelato, hag hel lazhañ marteze, met Doue a skoas pounner gant Hoel. Ar priñs a gouezhas evel pa vije marv, hag an dremenvan a grogas ennañ kerkent. Dre c’hras Doue, salvet eo ene ar priñs paour-se, fiziañs am eus ; mont a ran adarre da gichen e gorf marv ; un tamm skoaz a roin d’e sebeliañ.

GWENAEL er c’hambrig
Judikael !

JUDIKAEL
Selaouit ! ar paotrig eo ouzh va gervel. Daoust ha klañvoc’h e ve ? Meven a ya kuit.

GWENAEL er c’hambrig atav
Judikael ! Chom aze un tamm da’m gortoz.