VIII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MEVEN, KOLOMBAN, GWENAEL

GWENAEL
Aotroù ’n abad, ho pet truez ouzhin, soudarded zo hag a red war va lerc’h. Roit din, en an’ Doue, ur c’hogn bennak er manati, ma c’hellin en em guzhet. Mirit outo na’z afent da’m lazhañ.

MEVEN
Bez dinec’h-naet, va c’haezh. Neb a zeu er gouent-mañ a vez hor skoazell gantañ. Kriadennoù a forzh er-maez.

GWENAEL spontet
Selaouit ! Selaouit ! emaint o tont amañ ; va fakañ a raint, a dra sur.

MEVEN
Ne bakint ket, ne lazhint ket ac’hanout.

KOLOMBAN
Ni a lakaio, mar bez ret, hor c’horfoù dirazout. N’az pez ket tamm aon ebet. Ne gouezho ket ur vlevenn zoken diwar da benn. Kriadennoù kreñvoc’h. Ar priñs Hoel a zeu, gantañ daou soudard divalav-ruz o frioù. Krial a reont o zri.