VII diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MEVEN, KOLOMBAN

KOLOMBAN
Un den yaouank paour, va zad, a zo deut, bremaik, er manati, da c’houlenn diganeomp skoazell ha truez.

MEVEN
Perak ?

KOLOMBAN
Dre ma’z eo bet gwall gaset gant soudarded. Chadennet eo, hag ouzhpenn-se, klañv-bras diouzh a lavar.

MEVEN
Ar re baour, ar re glañv, va mab, e pelec’h eo e vijent degemeret panevet en hon ti ? Hon ti-ni a dle bezañ ti an dud reuzeudik ha glac’haret. Daoust ha kavout a rajent en ul lec’h all kement ’zo ret dezho ken evit o c’horfoù, ken evit o eneoù ? Me ’fell din her gwelet.

KOLOMBAN
Emañ o c’hortoz e-kichen an nor. Me ’ya da reiñ digor dezhañ. Kolomban a ya, hag a laka Gwenael da zont. Gwenael a zo ur c’hozh tamm sae fall warnañ ; emañ e zaouarn leun [a] c’hwad ha stag mat outo ur chadenn houarn.