V diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, RADBER

JUDIKAEL
Hoc’h anaout a ran, Radber. Dont a rit, hep mar ebet, a-berzh roue ar Franked.

RADBER o saludiñ gant doujañs
N’eo ket me, aotroù roue, eo ar gwir gannad kaset davedoc’h gant va roue. Kannad roue Bro-C’hall eo an aotroù Alar, un den santel ha gouiziek-meurbet, eskob kêr Noyon. Lakaet ’on bet, hepken, da heuilh an aotroù Alar. Hemañ a fellfe dezhañ bezañ degemeret ganeoc’h, aotroù roue.

JUDIKAEL
Bez e vezo. Livirit dezhañ dont amañ, mar plij, Radber. Radber a ya hag a zeu en-dro diouzhtu. Alar hag an dud ouzh e heuilh a zeu gantañ. Unan anezho a zoug ur voestl aour fin, mein talvoudus warni. Un all a zoug ur pakad gwiskamantoù kaer a bep seurt liv.