IX diviz
MEVEN, KOLOMBAN, GWENAEL, HOEL, AN DAOU SOUDARD
MEVEN rust ha kreñv e vouezh
Petra ’fell deoc’h ?
HOEL droug ennañ
Kregiñ er paotr-se a zo aet kuit eus e brizon.
MEVEN
Ha perak ’ta ho poa hel lakaet er prizon, Hoel ? C’hwi a wask bemdez er c’hiz-se meur a baour, meur a zen diwar ar maez. Hennezh zo deuet amañ da glask va skoazell. Ar manati-mañ eo ul lec’h sakr ma c’heller, ennañ, reiñ o frankiz d’ar sklaved. Me a ro e frankiz da Wenael hag a denn ar chadenn-se diouzh e zaouarn. Meven a denn ar chadennoù diouzh daouarn Gwenael. Ha difenn a ran ouzhoc’h na rafec’h an disterañ droug dezhañ.
HOEL kounnar ennañ, o tostaat, hag o c’hourdrouz Meven
Petra ’leverez ? Lavar adarre ’ta ! kozh vanac’h, lastez abadig pilpouz ma’z out ! An den-se a zo din, hag her pakañ a rin.
MEVEN nerzhus-bras e vouezh
Taolit evezh, Hoel ! emañ an ifern ouzh ho kedal abalamour d’an torfedoù a rit noz-deiz e-keñver an dud paour. Mar stokit ouzh an den yaouank-se, brec’h an Aotroù Doue a gouezho warnoc’h da reiñ deoc’h taol ar marv
HOEL o c’hoarzhin yud, ha kounnar ennañ atav
Ha, ha, ha, ha ! brec’h an Aotroù Doue ! Hennezh n’eus brec’h ebet gantañ ! Piv en deus e nep lec’h gwelet brec’h ho Toue ! Mat ; me ’fell din her gwelet ! Ober a ra ul lamm war Wenael da gregiñ ennañ. Raktal e laosk ur griadenn spontus hag e kouezh hanter-varv e divrec’h ar soudarded.
KOLOMBAN spontet-naet
Na spontusañ tra ! va Doue ! Pebezh kastiz skouerius ! Marv eo, va zad.
MEVEN
N’eo ket marv-mik, met ne zaleo ket da vervel. Dougit anezhañ en ul lec’h all ; amzer, c’hoazh, marteze, da reiñ dezhañ e sakramantoù diwezhañ. An holl kuit nement Gwenael.