III diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

MEVEN e-unan
Na perak ’ta e fell da Judikael dont d’ar manati-mañ e-lec’h mont d’e balez a roue ? Daoust ha kaset e ve gant mouezh an Aotroù Doue ? Daoust ha c’hoant en defe d’en em lakaat a-nevez e stad ur manac’h paour evel m’oa gwechall ? Me ’vije re vras va levenez, mar teufe d’hen ober, o spered glan ! O spered santel ! Skuilhit ho sklêrder warnomp. O sellet war-zu ar maez. Petra ’welan du-hont, nemet n’eo ar roue e-unan o tont amañ ? Doue karet ! Va c’halon a drid gant un aon santel ! Livirit hoc’h-unan din kement a livirin d’ar roue.