II diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud'homme, 1917
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, AR C’HONT KERNEV

AR C’HONT
Aotroù Meven, me ho salud, ha degas a ran deoc’h keloù mat a-berzh hor roue Judikael.

MEVEN
Gounezet en deus ? trec’h eo d’ar Franked ?

AR C’HONT
Trec’h a-grenn.

MEVEN
Ra vezo benniget Doue ar gristenien.

KOLOMBAN
Livirit deomp, aotroù kont, e berr gomzoù, penaos e c’hoarvezas ar gounid.

AR C’HONT
Laouen on ouzh hen ober. Aet e oamp kuit pell diouzh Breizh, da c’haloupat war-lerc’h ar Franked a heskine ac’hanomp evel a ouzoc’h pell e oa. Kerzhet a raemp noz-deiz a-dreuz da Vro-C’hall, dindan ar glav puilh o kouezhañ, dindan an avel vras o trouzal warnomp. Goude eizh devezh bale, ar re a gerzhe en hor raok a zeuas en-dro, davedomp, da lavaret edo ar Franked kuzhet en un hent don, tost da gêr Laval. En un taol krenn ni a yeas di, oc’h en em lakaat en-dro d’an hent don-se. Paket e oa ar Franked, war-dro pevar mil anezho. Savet e oa hor c’hlezeier hag hor pennoù-bazh evit o flastrañ evel pa ve un toullad lapined e vent.

HERVE
Hag o flastrañ ho peus graet ?

AR C’HONT
N’hon eus ket. Hor roue santel Judikael, mat evel ma’z eo atav, a viras ouzhomp na lazhfemp anezho, hag e c’houlennas ouzh o c’habiten kentañ petra a raje. Hennezh a lavaras da Judikael e vije kaset dezhañ dizale, ur c’hannad a-berzh roue Bro-C’hall, evit goulenn digantañ ar peoc’h hag e garantez da viken.

MEVEN
N’on ket souezhet an disterañ gant ur seurt madelezh a-berzh hor roue karet. Ni a ginnigo da Zoue, hiriv, pedennoù a anaoudegezh vat. Ha peur e teuio Judikael ?

AR C’HONT
A-benn ur pennad. Deuet ’on me amañ, d’an daou lamm, en e raok, evit reiñ da c’houzout deoc’h e fell dezhañ ar roue dont d’ar manati e-lec’h mont en e balez.

KOLOMBAN
Ha perak ’ta e fell dezhañ dont amañ da gentañ ?

HERVE
Perak ? n’eo ket diaes her gouzout, va breur. Judikael, a-raok bezañ lakaet da roue, oa manac’h er manati-mañ. Karout a ra evelkent, manati Gael, hag e fell dezhañ trugarekaat an Aotroù Doue en hon touez. Da Veven. N’eo gwir, va zad ?

MEVEN
Gwir hep mar ebet. Mat, va bugale, an ti-mañ eo un ti paour ; n’hor bezo da reiñ d’ar roue nemet al lojennig dister ma chome enni gwechall.

AR C’HONT
Ar roue ne c’houlenn ken tra all, va zad. n’emañ ket pell diouzhomp bremañ, ha mont a ran war e arbenn.

KOLOMBAN
Ha ni d’hol labour, aotroù ’n abad, mar plij ganeoc’h. An holl a ya kuit, nemet Meven.