Peronig

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Ti ar wenanenn aour, 1922
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Peronig a voa ur paourkaezh bugel dianzavet ; riblañ a rae tu-mañ, tu-hont, o vont en e raok, hep gouzout da belec’h. Evañ a rae d’ar gwazhioù dour, da derriñ e sec’hed, ha goulenn digant ar merc’hed en em gave war dreuzoù o ziez un tamm bara, p’en deveze naon. Pa zeue c’hoant kousket gantañ, e klaske ur bern kolo bennak.

Un deiz e tegouezhas gant dor ur vereri a en em gave war lez ar c’hoadoù bras Pempont. D’ar mare-se (mil vloaz zo pe war-dro), ez oa ouzhpenn ugent parrez m’en em astenne warno ar c’hoadoù-se. O vezañ m’en devoa naon, Peronig a dostaas, hag ar vererez a roas dezhañ peadra da zebriñ.

E-pad ma tebre, ur marc’heg a erruas hag a c’houlennas, digant ar vererez, dre be hent e c’hellfed mont da gastell Kerglaz.

– Emaoc’h o vont di, neuze ? Va Doue !
– Ya, sur, ha bale a ran, noz-deiz, tri miz zo, d’en em gaout amañ.
– Ha petra a fell deoc’h kerc’hat e kastell Kerglaz ?
– Dont a ran da glask ar vasin aour hag ar goaf diamant.
– Ha bras eo ’ta, talvoudegezh an traoù-se, eme Beronig, c’hoant start gantañ her gouzout.
– Dispar eo o zalvoudegezh. Neb a ev gant ar vasin aour en em gav pare klok diouzh kleñvedoù a bep seurt ; ar goaf diamant, avat, a dorr hag a lazh kement a zo stoket gantañ.
– Ha da biv eo an traoù estlammus-se ?
– D’ur c’helc’hier o chom e Kerglaz hag a vez graet Rojear anezhañ. Mont a ran di da stourm outañ, ha fiziañs am eus da vezañ trec’h dezhañ gant kelennoù lean ar Blaoued.
– Ha petra en deus lavaret al lean deoc’h ?
– Treuziñ a rankan, da gentañ, ar c’hoad strobinellus. Kement hini a zo aet ennañ, em raok, a varvas eno gant ar skuizhder hag an naon. Mar gellan e dreuziñ, en em gaout a rin gant ur c’hornandon a zoug ur c’hleze a dan a laka pep tra stoket gantañ da vont e ludu. Chom a ra e-kichen ur wezenn avaloù ma tlein kemeret un aval diouti. Goude-se e kavin ar vleunienn a c’hoarzh, m’emañ ouzh he diwall ul leon, e voueñ graet gant naered wiber. Kutuilh a rankin ar vleunienn. Goude e tremenin dre lagenn an dragoned, ha dre draonienn ar plijadurezhioù, hep chom enni. Degouezhout a rin, neuze, gant ur stêr n’eo, enni, nemet ur gwez. Eno en em gavo un itron, du he gwiskamantoù. He c’hemeret a rin a-dreñv va c’hein, war varc’h, ha deskiñ a rin, diganti, un tu pe du da ober va zaol.

An diavaeziad a lekeas e varc’h da c’haloupat hag a yeas don er choadoù.

Peronig a chome da soñjal. En un taol e klevas trouz kezeg o kerzhet a-zoug o c’hamm hag e welas Rojear, ar c’helc’hier, o tont, ar vasin aour a-istribilh ouzh e c’houzoug, ar goaf diamant en e zorn. Azezet oa war e gazeg, un ebeul unnek miz war he lerc’h.

Peronig spontet a yeas a guzh. Rojear a dremenas hep her gwelet hag e kendalc’has gant e hent.
Ha bemdez marc’heien a felle dezho ober an taol-kaer, met hini anezho ne zeue en-dro.

Pep gwech ma selle Peronig ouzh al langouineg o tremen, pep gwech ar c’hoant da gaout ar goaf diamant hag ar vasin aour a save, kreñvoc’h-kreñvañ, en e galon.

Un deiz m’edo Peronig o foetañ bro, dre voaz, e welas un den, gwenn e varv, o chom a za war lez ar c’hoadoù. Heñvel-poch e oa ouzh Rojear. Peronig, kuzhet a-dreñv ur wezenn, a sell pizh outañ.

Klevet a reas e oa, hep mar ebet, an hini kozh-mañ, breur d’al langouineg.

An den gwenn-erc’h e varv a reas ur c’helc’h er boultrenn o lavaret, a vouezh izel, komzoù desket d’ar sorserien gant an diaoul. Ha goude e lavaras, kreñv e vouezh.

Ebeul dishual, digabestr
Deuit buan, me a zo prest
Ar marc’h bihan a zeuas, raktal.

Stagañ ’reas an den kozh ur c’habestr outañ, ha pignat war e gein, ha mont kuit er c’hoadoù.

Peronig a ouie bremañ e tlee, da gentañ holl, evit mont da Gerglaz, pignat war gein an ebeul ma veze an hent anavezet mat gantañ. Ne ouie ket, avat, ober ar c’helc’h na lavaret ar c’homzoù :

Ebeul dishual, digabestr
Deuit buan, me a zo prest

Soñjal a reas pell, pell.

Ez en em laka neuze da aozañ pep tra.

Kemeret a ra, da gentañ, ur c’habestr hag ul lindag da bakañ laboused, soubet mat e reun en dour benniget.

Kemeret a ra ur chapeled, ur sutell skav, un tamm bara frotet gant kignen. Teurel a ra ar pezh a chome eus e vara, a-dammouigoù, war an hent ma’z a gantañ, bemdez, al langouineg.

Hag e chom o c’hortoz.

A-benn ur pennadig, Rojear a zeu war e gazeg, an ebeul ouzh he heuliañ, pell diouti, peogwir e chom da zebriñ an tammouigoù bara.

Bremañ an ebeul en em gav e-unan, Rojear a zo aet kuit pell.

Tostaat a ra gouestad neuze, Peronig, ha stagañ ar c’habestr outañ, ha pignat war e gein, hag i o daou er c’hoadoù don.

Peronig a gren gant ar spont ; a-wechoù un islonk euzhus a zigor dirak an ebeul ; a-wechoù pikoloù mein en em zistag diwar laez, evel pa vent o kouezhañ warnañ ; a-wechoù ar gwez en em laka da zeviñ. Mat ; kement-se holl n’eo ken tra nemet troidelloù ar c’helc’hier, hag an ebeulig en em gav, bremañ, gant ur gompezenn.
Bez ez eus en he c’hreiz ur wezenn avaloù leun a frouezh ma chom dirazi ar c’hornandon e gleze en e zorn.

’Dal ma wel Peronig, e laosk ur griadenn spontus, o sevel e gleze. Peronig a denn e voned hag a lavar dezhañ, ken dinec’h ha tra :

– Chomit sioul-bras, me ho ped. N’em eus ken c’hoant nemet tremen da vont da Gerglaz. An aotroù ar c’helc’hier en deus va gopreet da labousetaer, rak kement tra a sav e Kerglaz a zo lonket a-grenn gant al laboused. Prestet en deus din e varc’h, evit m’en em givin kentoc’h eno.

– Diskouez din ’ta, penaos e rez, rak kement aval ’zo ouzh va gwezenn a vez debret ivez.

Ha Peronig ha diskenn diwar varc’h, stagañ penn al lindag ouzh ar wezenn ha reiñ ar penn all da zerc’hel d’ar c’hornandon. Tennañ a ra neuze, en un taol kont, ar skoulm red, ha setu ar c’hornandon paket. Daoust dezhañ da dripañ start gant e dreid war an douar n’hell ket en em zistagañ, peogwir eo bet al lindag soubet en dour benniget. Peronig a gemer un aval, hag e pign adarre war an ebeul.

Erru eo e-tal ur vodenn wez burzhudus ma weler, en he c’hreiz, ar vleunienn a c’hoarzh. Al leon kounnaret, nae-red wiber en e voueñ, en em strink outañ.

– Petra a fell dit da ober e Kerglaz ?
– Degas da Rojear ur pastez alc’hwedered.
– Alc’hwedered ? E pelec’h ’int ? Hag al leon a lip e vuzelloù.
– Er sac’h-mañ.

Damzigeriñ a ra Peronig ar sac’h. Al leon a laka e benn e-barzh. Peronig a denn ar gordenig oc’h ober sin ar groaz warni. Redek a ra, neuze, betek ar vleunienn ; he c’hutuilh a ra ha mont kuit d’an daoulamm.

Ez en em gav, goude-se, gant lagenn an dragoned. A-boan eo aet en dour, ma’z en em strink ar re-se outañ evit hel lonkañ. Met Peronig a ro dezho greun eus e chapeled, evel ma roer ed d’an houidi. Ha da bep greunenn lonket, un dragon a varv o treiñ e gof war-zu an neñv. Ha Peronig a zeu, yac’h-pesk, d’an tu all d’al lagenn.

Ar paotr en em gav, bremañ, e traonienn ar plijaduriezhioù. Al lec’h dudius-se a zo heñvel-bras ouzh ul liorzh leun a frouezh hag a vleuñv. Bez ez eus da bep distro an hent, taolioù-bras, kouignoù a bep seurt warno. Emañ plac’hed yaouank o tañsal war ar geot flour en ur c’hervel Peronig. Met debriñ a ra e damm bara frotet gant kignen, gant aon ne glevje c’hwezh-vat ar boued ; c’hwitellat a ra gant e sutell skav gant aon na glevje galvadennoù ar merc’hed.

N’eus ken mui nemet ar stêr da dreuziñ a-raok bezañ e Kerglaz.

Emañ, war ribl ar stêr, un itron azezet, he gwiskamant du, he dremm ken melen hag hini ur sinaadez.

– Ha c’hwi a fell deoc’h treuziñ ar stêr, itron ?
– Edon ouzh da c’hortoz evit hen ober, va faotr.

Ha Peronig a laka an itron war varc’h, a-dreñv e gein. E-kreiz ar stêr pe dost : ha te ’oar piv ’on ? eme an itron.

– N’ouzon ket, met e doare un itron vras ’oc’h, ha galloudus.
– Ya, sur, galloudus ha spontus, rak e reer ar Vosenn ac’hanon.

Ha Peronig a lamm gant ar spont, tostik-tost dezhañ kouezhañ er stêr.

– N’az pez ket a aon razon eme an itron. Ar c’hontrol-bev eo. Me a roio dit ur skoazell vras. Ro an aval da zebriñ d’ar c’helc’hier, mar gellez. Neuze ne vezo mui divarvel ; n’em bezo ken tra da ober nemet her stekiñ. Mervel a ray raktal.

– Ha penaos e c’hellin gounit ar vasin aour hag ar goaf diamant ?
– Ar vleunienn a c’hoarzh a zigor kement dor ’zo.
Degouezhout a reont, erfin, e-tal dor ar c’hastell. Ar c’helc’hier, azezet dindan an apoue, a wel anezho hag a lavar, gant ur vouezh heñvel ouzh ar gurun :

– En anv va mestr Belzebuth, va ebeul eo m’emañ ar paotr-se azezet warnañ. Ha penaos ’ta ec’h eus graet evit her pakañ ?

– Kelc’hier brudet, ho preur eo en deus va desket. Va c’has a ra davedoc’h, da zegas deoc’h daou dra vurzhudus, ar frouezhenn-mañ hag an itron-se. Ma tebrit ar frouezhenn ho kalon a vezo atav laouen ; ma kemerit an itron da vatezh, netra ken n’ho pezo da c’hoantaat er bed-mañ ! Kerkent ha ma krog ar c’helc’hier en aval, an itron a stok anezhañ hag hel laka da gouezhañ, foeltret naet.

Neuze Peronig a ya er c’hastell, o terc’hel start en e zorn ar vleunienn a c’hoarzh. Ha kement dor a zo a zigor dirazañ. Diskenn a ra er c’hav, hag e tigor an nor arc’hant.
Kavout a ra, eno, ar goaf hag ar vasin. ’Dal m’en deus o c’hemeret, an douar a gren, ar c’hastell a ya da netra, ha Peronig en em gav e-kreiz ar c’hoadoù, an daou deñzor gantañ.

Peronig a grogas gant an hent a ya da lez ar roue, goude bezañ prenet dilhadoù dispar hag ar marc’h ar c’haerañ e kêr dostañ. Ar roue, o klevet galloud estlammus ar vasin hag ar goaf, a ro da Beronig meur a dra dalvoudus, hag hel laka da c’hourc’hemenniñ da gement soudard en devoa.

Evel-se eo e teuas Peronig, ar bugel dianzavet, da vezañ ur priñs bras ha galloudus, a-drugarez d’e galon greñv ha d’e spered ijinus.