Marv Tristan

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Ti ar wenanenn aour, 1922
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ra vezo meulet Tristan al Leonard, niz kaer ar roue Mark, hag a zo bet, ur wech c’hoazh, trec’h d’an enebourien e Bro Vreizh. Lazhet en deus en un emgann leal, Estult an den rok, hag e c’hwec’h breur, marc’heien galonek o seizh, ha n’en deus bet ken skoazell nemet hini Tristan ar C’horr bet lazhet en abadenn-se.

Hogen, en un emgann ken tennus, ar brezeliad, siwazh ! a zo c’hoarvezet gantañ kaout ur gouli marvel digant taol ur goaf m’edo kontamm outañ.

Enkrezet-meurbet, ha leun c’hwad, e tistro, a boan vras, d’e gastell Kanoel, ha tud e di a zeu raktal d’her c’haout evit her c’hennerzhañ.

Pediñ a reer da zont ar vedisined eus ar re vrudetañ. Dont a ra ur c’halz anezho, met hini ebet n’eo nag evit gouzout pe gontamm a oa ouzh ar goaf nag evit ober louzoù kreñv a-walc’h da gas er-maez eus e gorf ar boan a grign anezhañ.

Hag ar c’hontamm a ya donoc’h-donañ en e wazhied, ha setu kalon ar brezeliad o vont muioc’h-mui war yenaat dindan enkrez ar marv.

Emañ o vont da vervel ma ne zeu den da reiñ sikour dezhañ. Mat ; soñjal a ra e Izold ar Rouanez, e Izold a ve, hep mar ebet, gouest d’hel lakaat pare m’her gwelfe war e dremenvan. N’eo ket evit tremen ar mor d’en em gaout ganti ; ret eo dezhañ he gervel ha reiñ dezhi da c’houzout e wall-zarvoud. Goulenn a ra digant Kaerden, e genvreur leal, dont d’e gaout, hag e komz outañ e kuzh.

Mignon kaer, eme Dristan, n’em eus ken skoazell nemet hoc’h hini war an douar-mañ a Vreizh-Izel. Her gwelet a rit ; den ebet n’eo en em gavet da bareañ va gouli, ha va marv a dosta. Izold, va muiañ-karet, evelato, a oufe kavout al louzoù dreist, mar gellfen goulenn diganti dont d’em c’hichen.

Ho pediñ hag hoc’h aspediñ a ran, va mignon karet ; it da lez ar Roue Mark ha kasit va goulenn d’ar Rouanez. Livirit dezhi emaon o vont da vervel nemet na zeufe da’m sikour, peogwir eo, enni, holl fiziañs va buhez.

E-pad m’emañ Tristan oc’h en em glemm, Kaerden a ro e asant d’ar gevredi a c’hell reiñ adarre ar vuhez d’e vignon karet a greiz kalon.

– Evit ho lakaat pare, Tristan, prest ’on d’ho servijañ ha mont a rin da glask ar Rouanez.
– Bennozh Doue, breur, eme Dristan ; it kuit ’ta, dizale, ha kemerit ar walenn aour-mañ. Pa vezo gwelet gant ar Rouanez, hounnezh a ouezo ervat gant piv hoc’h kaset daveti, ha respont a ray deoc’h. Roit dezhi va salud, livirit dezhi eo leal va c’harantez ; roit ivez dezhi da anaout n’em eus da c’hedal va buhez nemet diganti, n’em eus da gaout ken paredigezh nemet digant he fokoù.

Livirit dezhi va glac’har a vremañ ; likiit anezhi da soñjal el levenez hag en dristidigezh a zeue gwechall, ganeomp, dre c’halloud an evaj strobinellus evet gant hon daou war vor, hag a lekeas hor c’harantez dispar da c’henel ha da vevañ da virviken.

C’hoar Kaerden, evelato, Izold gwenn he daouarn, o karet Tristan hep bezañ karet gantañ a chom da selaou. Klevet he deus Tristan oc’h anzav, e kuzul, e garantez, hag e klask, en he c’halon fall, un tu pe du d’en em veñjiñ.

– O Kaerden, eme Dristan, klaskit an tu da zont a-benn eus an taol, ha deuit en-dro, ar Rouanez ganeoc’h, hep na vezo den oc’h her gouzout.

***

Mar teu en-dro Izold ganeoc’h, savit uhel ur ouel wenn. Mard oc’h hoc’h-unan-penn o tont en-dro, displegit ur ouel zu ha gouzout a rin, er c’hiz-se, va flanedenn.

Aet eo kuit Kaerden. Stourm a ra, bremañ, a-enep d’ar mor risklus, o vont etrezek ar Vro-Saoz da glask an hini a zegaso d’ar marc’heg balzam ar vuhez.
Tristan a zeu da vezañ dinerzhoc’h-dinerzhañ, klañvoc’h-klañvañ a zeiz e deiz ; her dougen a reer bemdez war devennoù Penmarc’h, hag e zaoulagad a furch, hep ehan, betek goueled an dremmwel.

.....................................................................................................

Kaerden, degouezhet gant rouantelezh Kornwall, a lavar, o tont da lez ar roue Mark, eo eñ ur marc’hadour pinvidik. Meuliñ-bras a ra e dammoù seiz livet a bep seurt liv, e win ken c’hwek da evañ, e hanafioù kizellet ken kaer, e laboused a ziavaez bro. Reiñ a ra d’ar roue, gant sevenidigezh, donezonoù talvoudus, hag ar roue a ro, dezhañ, en e balez, un degemer eus ar re gaerañ.

Un deiz, e-pad m’emañ Izold o sellet ouzh un dra gaer savet gant orfebrerien, e tenn diouzh e viz ar walenn aour fin roet gant Tristan hag e laka ar Rouanez da sellet pizh ouzh he liv hag ouzh he sklêrder. P’he deus gwelet ar walenn, tridal a ra, ha krenañ, ha goulenn digant Kaerden, gant un anken vras, peseurt kevredi eo en deus eviti.
Selaou a ra, glac’haret, komzoù doanius Kaerden ha ne chom ket he c’halon da varc’hata.

An deiz war-lerc’h darev eo kement tra ’zo ret evit mont kuit. Savet eo, en he gwender, ar ouel vras ; ar Rouanez hag a zo aet kuit er-maez eus ar palez hep bezañ gwelet gant den, a bign war vag Kaerden, a en em laka da vont kuit buan etreze tevennoù Breizh, un avel vat ouzh he bountañ. C’hoant bras o deus da zegouezhout abred a-walc’h ha da ziwall Tristan ar marc’heg diouzh ar marv.

Met e-pad pemp devezh, allaz ! un avel foll a ziroll. Kollet ’int, diouzh o mennozh. Soñj ar Rouanez a chom, dalc’hmat, gant Tristan.

Ha bremañ re zinerzh eo Tristan da vezañ douget war an tevenn ma chome, warnañ, ken pell, da sellet ouzh ar mor divent.

E boan a grign anezhañ ; e zaeroù a red, hag e wel ar marv o tostaat bemdez outañ.
Met sklêroc’h eo an dremmwel. Ul lestr en em ziskouez en un taol. Izold gwenn he daouarn, o chom e-kichen gwele Tristan, a anavez ar vag-se e-touez ar re all. Tridal a ra e-pad ma sav, en he c’hreiz, un dro fallakr.

– Mignon, emezi, setu Kaerden o tont en-dro ; anavezet em eus e vag. Plijit gant Doue ma tegaso deoc’h ar frealzidigezh hag al levenez.

Tristan a gren gant ur fiziañs vras-meurbet, ha goulenn a ra outi :

– Mignonez karet, emezañ, mard eo evit mat bag Kaerden hoc’h eus gwelet, livirit din-me, ma ve ho madelezh, livirit din-me pe liv a zo gant ar ouel stag ouzh an delez. Pe wenn pe zu eo ez eo ?
– Du eo, Tristan va mignon emezi, kriz ha didruez-meurbet.

Neuze Tristan a dorr e galon gant ar glac’har ; treiñ a ra war-zu ar voger ha leñvañ en ur c’hiz truezus. Serret e zaoulagad, e klev ar marv o tont. D’ar rouanez eo e ro e soñj diwezhañ. Lavaret a ra teir gwech, he anv ken karet, ha mervel.

An avel a sav war ar mor hag ar vag a ya buan. Izold a glev diouzh a-bell, ar c’hleier o seniñ glaz e kement tour a zo. He c’halon a zo yen-bras en he c’hreiz.

***

’Dal m’en deus al lestr stoket ouzh an douar, diskenn a ra ha mont, en ur red, da gastell Kanoel. Ar vrud o redek dre ar ruioù a ro dezhi c’houzout marv Tristan.

***

He dizesper a zo bras-meurbet. Redek a ra etrezek ar c’hastell hag ar Vretoned a sell ouzh he gened dispar, e-pad ma red, o lakaat he blev aour ken kaer da nijal gant an avel.

Dinerzh-bras e teu, erfin, e kambr ar brezeliad. E-kichen korf Tristan, Izold gwenn he daouarn a laosk kriadennoù a forzh, doaniet ma’z eo gant keuz d’he zorfed euzhus.

Izold melen he blev a dosta ouzh ar gwele goloet a ballennoù talvoudus m’eo Tristan da c’hourvez warnañ.

– Tristan, va mignon kuñv ha brudet emezi, o ouelañ dourek, peogwir n’em eus ket gellet ho pareañ, hag hoc’h eus kollet ho puhez, dre ma n’edo ket va skoazell ganeoc’h, me ’fell din mervel ivez en ho kichen.

Ha neuze, hep lavaret ger, en em astenn a ra tostik-tost da Dristan, o lakaat he blev hir da dalvezout dezhañ ul liñsel aour.

Genoù an eil en em stag ouzh genoù egile ha kalon Izold a dorr gant ur c’hlac’har ken bras hag an hini he deus torret kalon Tristan.

Evel-se eo e emeras o diwez buhez Izold melen he blev ha buhez Tristan al Leonard. En em garet a rejont el levenez kenkoulz hag en dristidigezh, ha mervel, un deiz a oe, e Bro-Vreiz, eñ ganti, hag hi gantañ.