Mariannig

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Ti ar wenanenn aour, 1922
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Leñvañ a reot, tud vat, o selaou buhez truezus Mariannig, ar goant, koant evel an deiz, gwenn evel al laezh. Ar baourez baezh a zo marv he zad, he mamm hag e c’hoarezed diganti.

Degemeret eo bet gant ur voereb fall ha pizh.

Aet eo kuit he mignon karet, gant e aotroù kozh, da stourmiñ a-enep d’an enebourien, en tu all d’ar mor.

Ha daou vloaz zo abaoe m’eo aet kuit, ha n’he deus keloù ebet, eviti da ouelañ ha da bediñ. Pignat a ra, bemdez, da veg an tour, abaoe daou vloaz, da sellet ouzh ar mor glas. Ha morse ne zeu en-dro al lestr m’en em gav he mignon karet warnañ.

Petra a rit-hu aze e-lec’h mont da gerc’hat dour ? Ha me a vago, neuze, un dra didalvez eveldoc’h oc’h ober netra ? Hag ar gwall bezh, rust ha rok, a gas Mariannig er-maez eus he zi, ganti ur brog pounner en he daouarn.

Ha setu Mariannig o vale. Noz eo ; skediñ a ra al loar etre ar gwez, ma’z eo un dudi.

Ar maezioù a-bezh a zo, warno, ar sioulded, ar peoc’h, an davedegezh. Emañ Mariannig o vont da dennañ dour eus ar feunteun.

Endra ma stou d’an daoulin, gwelet a ra, e melezour an dour, skeudenn ur marc’heg deuet hep bezañ bet klevet ganti. Gwenn evel an erc’h eo e varc’h.

Harnez ar marc’heg estlammus-se a lugern ouzh sklêrder al loar. E jakedenn zu a zo, outi, broderezh skarlek evel ouzh hini Alan ; ya sur, heñvel-mil eo ouzh jakedenn Alan, he mignon karet.

Ha Mariannig a gren gant ar spont, e-pad ma komz outi ar marc’heg dispar-se, ma ne weler ket e zremm, abalamour d’an noz, hag a zo dinerzh e vouezh, evel pa vije o komz pell-pell-bras.

Alan, eme ar marc’heg, a zo c’hoarvezet gantañ kaout un taol kleze bras. Mat ; echu eo, koulskoude, ar boan en devoa gant e c’houli. Va c’has a ra etrezek ennoc’h, plac’h yaouank, da reiñ deoc’h e walenn aour evit lakaat don, en ho spered, e teuan eus e berzh. Dont a ray, kent ma vezo dale, d’ho kerc’hat, ha ne viot neuze ho taou, nemet unan da viken. Mar en em gav, ganeoc’h, avat, ur gwall-zarvoud bennak, n’ho pezo ken tra da ober nemet kemeret gwalenn Alan hag her gervel, teir gwech. Dont a ray, neuze, raktal, d’ho kerc’hat.

War se, skeudenn ar marc’heg a ya war zisteraat hag a dec’h a-zirak daoulagad Marianna.

***

Sizhunioù a dremen, mizioù a dremen, ha Mariannig a bign, bemdez, da veg an tour, da sellet ouzh ar mor glas. Ha morse ne zeu en-dro al lestr m’en em gav he mignon karet warnañ.
Setu ar soner kozh, e gozh dilhad kañv warnañ, o tont a-dreuz d’ar vourc’h, en ul lakaat ur c’hloc’hig da seniñ.

Pedit, emezañ, pedit evit ene Alan, ar marc’heg, ma tegouezhas gantañ ur gouli marvel e-pad un emgann er broioù pell. Marv eo evel un den kalonek, evit e vro hag e feiz. R’hen degemero an Aotroù Doue en e varadoz.

– Ret eo deoc’h paouez gouelañ, va merc’h, ha peogwir eo marv Alan, dimeziñ a rankit, ha kavet em eus ur pried dereat evidoc’h.
– Ho pediñ start a ran, va moereb vat, na gomzit ket er c’hiz-se. Ne fell ket din dimeziñ.
– Ha me a fell din, Mariannig, ha kemeret a reot, da bried, Gwilherm ar c’hemener ; ha ma ne fell ket deoc’h hen ober, me ho tanfoeltro en un toull teñval, ur maread razhed ha naered e-barzh.
 
Pebezh eured ! va Doue ! Biskoazh n’eo bet gwelet kement all a dristidigezh. En ur vont d’an iliz Mariannig a ouele ; o tont en-dro e hirvoude. Ar sonerien, ken laouen peurliesañ, a oa bec’h dezho o miret ouzh o daeroù da redek.

Hag an dud holl, war an hent, a leñve, o lavaret :

« Pebezh truez gwelet ur seurt eured. Mariannig ar goant, koant evel an deiz, gwenn evel al laezh, a oa, gwechall, he levenez heñvel ouzh hini an alc’hweder. Ha bremañ dimezet eo gant ur c’hemener divalav ha tort. Ouzhpenn, sorser eo, diouzh a leverer. »

E ti ar gwaz nevez, ar fest eured oa darev. War-nes da vont e-barzh, Mariannig, buanoc’h eget un heizez, a ya kuit en ur redek. Den ne c’hell he zizhout, ha den ne oar da belec’h eo aet.

Mariannig en em gav he-unan-penn er c’hoadoù. Noz-dall eo anezhi, hep steredenn ebet. Laboused dic’hiz a nij en-dro da Variannig. Aon he deus ; dinerzh eo ; diouzh he mennozh emañ o vont da vervel. Kemeret a ra, en he enkrez, ar walenn aour, o c’hervel teir gwech : Alan ! Alan ! Alan ! Hag en em ziskouez a ra, dirazi, ar marc’heg du, hag he lakaat a-dreñv e gein war varc’h. C’hwirinañ a ra ar marc’h, ha lammet, ha mont kuit buan a-dreuz d’an noz.

– O mignon ker ! nag eñ zo buan da varc’h !
– Ni a zegouezho kentoc’h gant hon ti.
– O mignon karet, nag i a zo yen da wiskamantoù !
– Dre m’eo gleb ha yen-skorn an ti ma choman ennañ.
– O mignon karet-bras, lavar din ’ta ; e pelec’h eo da di ?
– En ur vro, va dous, ha n’eo deuet den biskoazh en-dro diouti ; en ur vro m’ankounac’haer enni kement glac’har a zo ; ma kaver, enni, un nevez-amzer beurbadus, un eürusted a bado da viken. En em gavout a ri eno, adarre, gant da dad, da vamm ha da dud holl.
– O ! va mignon, nag eñ a zo buan da varc’h, nag i a zo yen da zaouarn ! Emañ da galon o paouez lammet !

***

Petra zo ? Kriadennoù a glever, tud o leñvañ a weler ; perak an heul bras-se, du-hont, o vale gouestad ? Mariannig a zo bet kavet marv, er c’hoadoù, gwenn dindan he c’hurunenn roz gwenn, gwenn dindan he sae eured.

Aet eo kuit d’ar vro ha n’eo deuet den biskoazh en-dro diouti, d’ar vro m’ankounac’haer, enni, kement poan, kement glac’har a zo, ma kaver enni un nevez-amzer beurbadus, un eürusted a bado da viken.

En em gaout he deus graet eni, adarre, gant he mamm, he zad, hag he zud holl.