Kentskrid

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Paris, Ti ar wenanenn aour, 1922
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Danevelloù Breizh ! Setu daou c’her plijadurus ha dudius da glevet.

Da gentañ, evit gwir, e Breizh eo, dreist-holl, e klever marvailhoù ha kontadennoù eus ar re vurzhudusañ.

D’an eil, e-touez an holl draoù a gonter, an danevell vurzhudus, da lavaret eo légende, e galleg, a zo bet a bep amzer hag a zo, hiriv c’hoazh, ar pezh a blij ar muiañ d’an dud ouiziek, d’ar merc’hed, d’ar vugale, ha kent-se d’ar varzhed, tud dispar e-touez ar re all.

Petra eo neuze ’ta un danevell vurzhudus ? Ret eo hen displegañ a-raok lenn ar pezh en em gav el levr-mañ. An danevell vurzhudus a zo heñvel, un tammig, ouzh un dra all a vez graet anezhañ ar marvailh. Met uheloc’h eo, kalz, eget ar marvailh, ha trec’h dezhañ.

Ar marvailh en em gav en holl vroioù. Ne vije ket diaes deomp ober ur roll hir marvailhoù ma kaver, enno, an hevelep traoù, an hevelep darvoudoù, heñvel-poch, alies, an eil ouzh ar re all, hag a zo ar gerzh anezho, war un dro, da Vro-C’hall, da Vro-Saoz, d’an Itali, d’an Alamagn, d’ar Rusi. Kollet eo ganedigezh ar marvailh e noz teñval an amzer dremenet. N’ouzer ket diouzh pelec’h e teu. Kontet eo a c’henoù da c’henoù abaoe meur a gantved, gant an holl bobloù eus an Europ.

Krediñ a reer, evelato, e oe savet ar marvailhoù kentañ, gwechall-gozh-gozh, en Arabi, er Bersia, hag e Bro Indez.

N’eo ket an hevelep tra eo, avat, diwar-benn an danevell vurzhudus. Mar gell un den fin ijinañ ur marvailh bennak, n’hell ket hen ober diwar-benn an danevell vurzhudus. Bez ez eus, atav, en danevell vurzhudus, un dra bennak a wir, un dra hag a zo c’hoarvezet, evit mat, en amzer gozh. E-lec’h bezañ da ugent pobl ha bezañ kerzhet ganto holl a-unan ha gant pep hini anezho, an danevell vurzhudus a chom en ul lec’h hepken, he deus he broadelezh, he mamm-vro ha liv ar vro-se. He deus he c’henvroidi, ganet eo bet en o zouez ha n’eo ket e-touez tud all.

Un danevell vurzhudus skrivet e flamanteg a zo he ganedigezh e Bro Flandrez ha n’eo ket en ur vro all. Kavout a reer danevelloù burzhudus en holl vroioù.

Maronad Dafne, gresianez yaouank, a zeu, war-eeun, eus kredenn ar C’hresianed. An daou varc’heg, bras direizh ha gwenn-kann, a lekeas Aulus Postumus da c’hounit ar brezel war ribl lagenn Rejil n’int nemet brezelidi kaset gant an doueed hervez kredenn ar Romaned.

Danevelloù Herodot n’en em gav, enno, nemet gwerzhioù ha sonioù a zeu, rak-eeun, eus an Ejipt kozh ha n’eo ket eus ul lec’h all.

Pezh hon eus displeget, betek-henn, hol laka da lavaret, ar gwellañ ma c’hellimp, petra eo evit gwir, un danevell vurzhudus.

Ha setu ’ta : un danevell vurzhudus a zo an hini ma’z eus, enni, atav, traoù a sell ouzh ar relijion pe draoù a sell ouzh an istor, hag, a-wechoù, traoù a sell, war un dro, ouzh ar relijion hag ouzh an istor.

Mat ; merk kentañ un danevell er c’hiz-se, neuze, eo m’en em gavo enni ur marzh bennak, ur burzhud bennak. Ar merk-se a zo ret klok, ret a-grenn, ken ret hag ar c’haer en un daolenn.

E-kichen ar merk-se e kaver, enni, ur merk all, hag alies, daou verk all. Ar burzhud a c’hell sellet ouzh an istor pe sellet ouzh ar relijion. E c’hell, hel lavaret hon eus, sellet, war un dro, ouzh an istor hag ouzh ar relijion.

Kement-se a ziskouez, evit ar gwellañ, ez eo an danevell vurzhudus uheloc’h ha brasoc’h eget ar marvailh. Mar en em gav, e gwirionez, ur burzhud bennak er marvailh, ar burzhudoù-se n’int nemet darvoudoù estlammus, hetus pe fentus, n’o deus, enno, tra ebet diwar-benn an istor, ha, kent-se, diwar-benn ar relijion.

Klevit mat, neuze, an dra a bouez bras a zeu war-lerc’h kement-se : mard emañ spered an den o ren war ar marvailh, gant e droioù, e zistroioù, e ouiziegezh, e ijin, ene an den eo a ziskouez, en danevell vurzhudus, e galon, e zoareoù mat, e garantez, e santelezh, e daolioù-kaer.

Ar marvailh a zo, gantañ, touellerezh ar c’horrigezed hag ar gelc’hierien ; un danevell vurzhudus a zo ganti, anv kaer an harozed hag ar sent ; an eil a zo gantañ ar strobinelloù, eben a zo ganti ar mirakloù. Mard eo Kroc’hen Azen ur marvailh galleg dispar, ha dispar eo, disheñvel-bras, disheñvel a-grenn eo, evelato, diouzh Kanaouenn Roland.

***

Ar peder danevell en em gav el levr-mañ a zo bet graet un dibab eus ar re wellañ anezho, diwar-benn an holl draoù lavaret ganeomp amañ diaraok. Div anezho, Tristan hag Izold ha Peronig, a ziskenn, hep mar ebet, eus an istor, peogwir n’int nemet lodennoù eus ar barzhoneg brudet-bras roue Arzhur. An div all, Yann Postig ha Mariannig, a zo don-bras, enno, ar feiz kristen. Mard eo kemmesket, gant ar feiz-se, gwall gredennoù evit un nebeudig, ar wir gredenn, evelato, a chom frank, bev-buhezek ha doujet, en div danevell-se.

Braster ar mennozhioù a zere, dreist-holl, evel m’hon eus lavaret, ouzh an danevell vurzhudus. En em gavout a ra, krenn, ar braster-se, gant pep hini eus an danevelloù-se.

***

Mariannig a zispleg fraezh koustiañs ar Vretoned, o chom leal d’he c’houn ha d’he ger, o c’hoantaat, ’leizh he c’halon, ar vuhez da zont, an traoù didermen, an eürusted diziwezh.

***

Yann Postig, daonet dre m’en deus lezet e dud o teviñ er purgator a ziskouez, ha pa na vije ken nemet dre e gastiz euzhus, karantez tener, don ha birvidik o deus ar Vretoned evit an anaon.
Peronig eo ar bugel eürus m’emañ, ennañ, ur galon a zeu da vezañ eus ar re zisaouzanañ, goude bezañ bet da gentañ, aonik ha dinerzh.

Tristan hag Izold, erfin, a gan gant dudi, o daou, a-hed o buhez ha zoken e skeud teñval ar marv, ar ganaouenn garantez ar greñvañ kerkoulz hag an denerañ a c’hellje klevet a bep amzer, e-touez an holl bobloù.

Er peder danevell skrivet el levr-mañ e kavomp, ’ta, kement tra a zo bet displeget ganeomp.

Ar burzhud en em gav enno, kemmesket a-wechoù gant an istor, a-wechoù gant relijion hon tadoù-kozh. Hogen un dra a chom, c’hoazh, hag a zo ret-bras ivez. Bez e rankont an danevelloù-se, kaout ur vamm vro, kaout ur bobl, hag ur bobl hepken, o vezañ perc’henn anezho. Gwelet a raimp amañ war-lerc’h ez eo Breizh o mamm, ez eo ar bobl vreton o fobl.

Gwelomp bremañ, pishoc’h un tammig, an dud, ken disheñvel etrezo, m’eo kontet o buhez deomp.
Ur marc’heg dianav a ro, da Variannig, ur walenn aour, a-berzh he mignon Alan, gouliet e-pad an emgann, er broioù pell. Dre c’halloud ar walenn-se, Mariannig, mar teu ganti ur gwall zarvoud bennak, a c’hell lakaat he muiañ karet da zont. Un deiz, d’an abardaez-noz, Mariannig a c’halv anezhañ. Skeudenn Alan en em ziskouez, a laka ar plac’h yaouank a-dreñv e gein war varc’h hag he c’has gantañ, er bed all.

An danevell vrudet-bras-se a gonter, n’eo ket en Europ a-bezh, evel marvailhoù zo, met e Bro Saoz, e Bro Danmark, er C’hres, en Alamagn. N’eo ket ’ta, e Breizh hepken m’eo bet ganet. Mat ; he deus, er c’hiz-se, peder pe bemp mamm vro ; n’eus tra ne gav un diforc’h bennak.

Hogen, pebezh disheñveledigezh ! pebezh kemm etre an traoù, etre an dud, etre ar pobloù ! Lenora, en Alamagn, Else e Bro-Danmark, Helen e Bro-Saoz, kollet o fiziañs, a grozmol ouzh an Aotroù Doue hag a gouezh er bezioù gant eskern dilec’het o mignoned karet. Arete, ar C’hresianez yaouank, a ya kuit, war varc’h, etre divrec’h treut gagn he breur marv, hag an abadenn a gemer he diwezh ivez en ur c’hiz euzhus ha teñval.

Ha Mariannig ? Spontet-naet eo da gentañ, ha n’eo ket souezh. Komz a ra, evelato, ouzh he c’hraper :

– Da belec’h eo, emezi, m’emaout o va c’has ?
– En ur vro, va dous, m’ankounac’haer enni kement poan zo, ma pad, enni, da viken, an nevez-amzer, kerkoulz hag an eürusted.

Ur plac’h yaouank all, e Breizh, atav, Gwenola, a bign ivez, war ur marc’h gwenn gant korf marv he muiañ-karet. Degouezhout a ra, gantañ, gant ul liorzh dudius, leun a wez karget a frouezh, e-pad ma sav ar gouloù-deiz war ar menezioù :

Ur feunteunig sklêr a rede ; tud varv oc’h evañ, a zeue da vezañ bev adarre.

N’eo ket diaes gwelet, diouzh kement-se holl, pegen disheñvel eo ur bobl bennak diouzh ar pobloù all, pep hini anezho o terc’hel start d’he spered ha d’he hengounioù.

E broioù an hanternoz, ar spesoù kounnaret a strink, en ur youc’hal, en islonk, ar plac’hed yaouank spontet-marv.

E Breizh avat, ar varc’heien varv a gas ganto ar merc’hed karet d’ar baradoz.

Etrezek al lec’h dudius-se eo e pign, a denn-askell, kement fiziañs ha kement kredenn a zo e Breizh, diwar-benn ur vuhez all. E Bro-Leon e kaner ur ganaouenn santel, he son hag he c’homzoù leun a zudi, o veuliñ eürusted dispar an neñvoù. Breizhiz, a-drugarez d’o c’harantez kalonek evit o zud varv, a-drugarez d’o fedennoù pemdeziek evito, n’o deus ken c’hoant nemet digeriñ d’an eneoù, d’an Anaon a zev er purgator, dorojoù aour al liorzh peurbadus. 

Dre m’en devoa disprizet an dlead santel-se eo e teu, Yann Postig, mezvier ha gadal, da vezañ flastret gant divrec’h kalet dir e vamm, e c’hwreg hag e c’hoarezed, a walc’h hag wask liñserioù da sklêrder al loar. Ar gredenn er spontailhoù-se ha n’o deus netra da ober gant ar gredenn gristen, a zo en em skignet dre Vreizh a-bezh. Hiriv c’hoazh, goude koan, e vez kontet, e peder eil-yezh Breizh-Izel, kontadenn spontus ar C’hannerezed-noz.

Mariannig ha Postig, evel ma hon eus gwelet, a zo, en o buhez, burzhudoù ma kaver enno, dreist-holl, feiz kreñv ar gristenien ha traoù kuzhet ar mister.
Hogen, ene Breizh n’eo ket hepken ar mister a blij dezhañ.

Bez ez eus, ouzhpenn, en ene-se, meur a dra vat all. Kalonek eo, ha leal, ha kendalc’hus, ha leun a garantez. Pep hini eus ar pegoù mat-se en em ziskouez brav e div zanevell all eus al levr-mañ. Kavout a reer, enno, ar burzhud a sell ouzh an istor kalz muioc’h eget a sell ouzh ar relijion. Diskenn a reont, o div, eus gwerzioù brudet-bras a c’halver and daol ront. An daol ront a voa anezhi ur varc’hegiezh savet evit ur mennozh hepken, da lavaret eo klask an hanaf santel. Bez e ouzer, a-hent-all, n’oa an daol ront, ken taol nemet an hini ma azezas outi hor Salver gant e zaouzek abostol, deiz kent e varv, ha n’oa an hanaf santel ken anaf nemet ar c’halir en devoa, en e zaouarn sakr, o koaniañ evit ar wech diwezhañ.

An enklask diwar-benn an hanaf santel a zo anv anezhañ a-bezh, e buhez Peronig. Ar paourkaezh breizhad-se a zo heñvel-bev ouzh Peredur, eus Bro-Gembre. Diouiziek hag abaf un nebeud, eveltañ, a-raok ober e daolioù ken kaer, e teu, eveltañ ivez, da c’hounit ar goaf diamant a lazh, hag ar vasin aour a ro ar vuhez d’ar re varv. I o daou a zo bet roet dezho, gant Doue, hep marc’hata, an ijin, ar galonded, ar sioulded, ar renadur warnañ e unan. I o daou a bign betek ar c’hargoù ar re vrasañ.

Peredur a zeu da vezañ ar c’hentañ eus ar varc’heien hag a zimez gant merc’h un impalaer. Peronig a ren, erfin, war an holl armeoù eus e vro ; kemeret a ra, er brezel, an Añjou, an Normandi, ar Poatou, hag e teu, diwezhatoc’h da vezañ impalaer e broioù ar sav-heol.
E kaver ’ta, ken e Breizh, ken e Bro-Gembre, kontadennoù o tiskenn, rak-eeun, diouzh gwerzioù an daol ront. Rak-se buhez Peronig a zo deomp hep arvar. Gwir-bater eo kement-se, ouzhpenn, diouzh mennozh ar barzh breizhad ar brudetañ e-pad an naontekvet kantved, da lavaret eo Hersart de la Villemarqué.

Mat ; maronad Tristan hag Izold, keltiek penn-da-benn ivez, a zo anezhañ, marteze, ar berlezenn ar gaerañ e-touez re hon teñzor. Diskenn a ra ivez, diouzh gwerzioù Arzhur, roue Bro-Gembre, ha kentoc’h zoken eget ar re al, peogwir e lavar, an dud ouiziek, en em gave, ar maronad-se, e daouzekvet kantved, e skridoù dorn ar  C’hembroiz.

Tristan n’eo ket hepken ar marc’heg kentañ eo ez eo ; eñ eo ar varc’hegiezh he-unan, o kemeret stumm ur brezelour dispar. Izold n’eo ket hepken ar verc’h a gar gwelloc’h eget ar re all eo ez eo ; hi eo ar garantez he unan, gant he daou sklêrder, hini ar c’horf hag hini an ene. Izold melen he blev, Izold glas he daoulagad a dalv, he-unan-penn, kement hag a dalv, war un dro, Beatrix, Lora, Eloiza, Julia, Graziella, Mireya.

Ez en em gav, zoken, uheloc’h c’hoazh eget an holl verc’hed koant-se. He c’haerder a zo kaeroc’h, he c’haloniezh kalonusoc’h, he habaskted habaskoc’h eget kaerder, eget kaloniezh, eget habaskted ar merc’hed all. P’edo Tristan o sellet, gant un estlamm bras, ouzh daoulagad glas e vuiañ-karet, ouzh he blev kaer a rede evel ur wazh aour ; p’edo Izold ouzh hirarvestiñ, gant ur souezh dudius, e daoulagad Tristan, luc’hed ar spered ha tan an dellid-dreist, petra oa ’ta, an unvaniezh-se etre an nerzh hag an guñvelezh, etre ar c’hloar hag an deneridigezh ? Kement-se ned oa ket hepken, etre ur c’henvroad gouiziek, ur barzhoneg dispar diwar-benn ar garantez, met ar varzhoniezh, he unan, o kanañ kanaouennoù en enor d’ar garantez.

Izold a lavare « Va marv ne ra netra din ; hen degemeret a ran, peogwir e fell da Zoue e varvin ; met o klevet ur seurt keloù, mignon, mervel a reot, me ’oar ervat. hor c’harantez-ni a zo ken brav he giz ma n’hellit ket mervel hepdon, na me hepdoc’h. »
Ha mervel a rejont. Ar varzhed vat gwechall, Beroul ha Tomaz, hag an aotroù Eilhart, ha mestr Gottfried, o deus kontet ar gontadenn-mañ evit ar re a gar, n’eo ket evit ar re all.

Danevelloù Arvor a zo bet graet un dibab kaer anezho ; met al levr ma kaver ennañ teñzorioù-se hor gouiziegezh vroadel, ar soñjezonoù-se deuet diouzh spered hor gouenn, a zo bet kempennet brav gant Moris de Becque. Ar skeudennoù graet diwar e zorn, a zo lemm o linennerezh ha reizh o arouezioù. Displegañ kaer a reont an holl zarvoudoù bruzudus-se.

Al levr, hep mar ebet, a blijo bras da neb a gar hor Breizh dispar, ha ganti, al lennegezh, an ijinoù kaer hag ar c’haer.