VI diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

GUILCHER, JOB

JOB
Nec’het ’on, va breur ker, nec’het ’on un tammig ; tud a lezenn, tud didruez, a zeuio amañ, dizale, da lakaat foar war da draoù paour, abalamour d’an arc’hant a dleez da Valibouzig. Dec’h e oa an deiz diwezhañ evit paeañ an ugent skoed dleet ganez d’ar c’hozh louarn-se. O sellout ouzh ar maez. Sell ! n’hor bezo ket pell da c’hortoz. Setu i o tont. Anton ar gward-maezioù, Bertel an urcher, Balibouzig ganto. Met ne d-aio ket an traoù da vat, marteze, gant ar re-se. Gwelet em eus, mintin-mañ, an aotroù Stefan, segretour ar barner. Dit e vezo roet un nebeud amzer, fiziañs am eus, Guilcher.

GUILCHER
N’em eus ket an disterañ spont, Job. Goude bezañ gwerzhet va c’hozh traoù, va zraouigoù dister, ne chomo ket peadra da baeañ nag an ugent skoed, nag ar mizoù dleet d’an urcher.

JOB
N’eus forzh ; mont a ran da gerc’hat an aotroù Stefan, o lezel ganez hon tri c’hanfard. Job a ya kuit ; Anton, Bertel ha Balibouzig a zeu.