V diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

GUILCHER e-unan, d’an dud
Petra eo ar c’hoari-se, petra eo ? N’hellan ket krediñ ar pezh a lavar ar marmouzig-se ; n’hellan ket her c’hrediñ, ha koulskoude, meur a dra iskis, meur a dra souezhus, meur a dra estlammus en em gav, pep en amzer, war an douar paour-mañ. Piv her goar ? Mall bras a zo ganin da c’houzout anv an den gouiziek a oar lakaat an tortoù da vont kuit. O sellout ouzh ar maez. Sell ’ta ! Job eo, va breur, o tont amañ. Petra a nevez en devezo da lavarout din ? traoù fall adarre ’meus aon. Job a zeu.