XII diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

GUILCHER, JOB

JOB
Pebezh mouezh d’ar paotrig-se, hein ? Kanañ a ra gwelloc’h eget un eostig.

GUILCHER
Ya, sur, o vezañ ma’z eo laouen atav, laouenoc’h egedon, ha koulskoude, Job, en despet da’m zristidigezh, ur c’heloù a bouez bras am eus da lavarout dit.

JOB
Ha pehini ’ta ?

GUILCHER
Va zortenn a yelo kuit, dizale, pell diouzhin.

JOB souezhet-marv
Petra ’leverez, Guilcher, petra ’leverez ? Daoust hag e vijes oc’h huñvreal ? Un dortenn, pa vez sanket etre divskoazh un den paour, a chom diflach hag a chomo diflach da viken. Daoust hag e ve troet da spered paour, hein ?

GUILCHER
N’eo ket troet va spered, Job. Hag hel lavaran adarre dit. Un den zo hag en deus ar galloud da lakaat an tortoù da deuziñ, pe, da vihanañ, da dec’hout kuit. Hag an den-se a zeuio amañ dizale. Emaon war c’hed anezhañ.

JOB
Ha piv eo ar medisin dispar-se ?

GUILCHER
Yann al Laou, ar reder-bro kozh.

JOB o c’hoarzhin
Ha, ha, ha, ha ! Fiziañs ac’h eus er c’hozh farser-se ? Diouzh a leverer, sorser eo an tamm anezhañ.

GUILCHER
Just avat ; ar sorserien a zo gouiziek ; gouezet mat eo an dra-se gant holl ; hag ar rumm tud-se a oar traoù kuzhet ha n’anavezomp ket, ni, Job.

JOB
Mat ; me a chomo amañ, neuze, te a fell dit ? Plijout a ray din gwelout troioù ha strobinelloù an hini kozh. O sellout war-du ar maez. Sell ’ta ; setu o vont en-dro an abadenn. Yann al Laou a zeu.