XI diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1933
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

GUILCHER, LOMIG

LOMIG
Echu eo ar pezhig labour ’oa bet gouc’hemennet din. Ha neuze e teuan amañ adarre da beurechuiñ hor c’haozadenn.

GUILCHER
Ya, galvet ’out bet gant da vestr, ha neuze n’ec’h eus ket gellet lavarout din anv an hini a oar tennañ an tortoù diouzh kein an dorted.

LOMIG
Ya, met bremañ e c’hellan hel lavarout deoc’h.

GUILCHER
Lavar neuze ’ta ; piv eo ?

LOMIG
Yann al Laou, an den kozh a ya ha a zeu bemdez, a-dalek ar mintin betek an noz ; ur c’hlasker-bara eo, met, dreist-holl, ur reder-bro o klask a bep tu kement a lakaio e c’houiziegezh dispar va vont muioc’h-mui war vrasaat. Hennezh a oar pep tra ; ha zoken, diouzh a leverer, sorser eo an tammig anezhañ.

GUILCHER souezhet
Petra ’leverez, mignonig ? Sorser ! An diaoul hag eñ a zo ostizien gaer o-daou, neuze, ’meus aon.

LOMIG
N’ouzon ket, met ar pezh a ouzon eo n’en deus morse graet an disterañ poan, an disterañ droug da zen. Er c’hontrol eo. Ne ra nemet mad da biv bennak a c’houlenn kuzul digantañ.

GUILCHER
Ha diouzh a leverez, ar bolomig mat-se a zo gouest da lemel un dortenn diouzh kein un tort paour eveldon-me ?

LOMIG
Hep an disterañ labour, hag an dortenn a ya kuit da virviken.

GUILCHER
Biskoazh kement all !

LOMIG
N’eo ket gevier eo a lavaran deoc’h. N’hoc’h eus ketklevet anv a Gerlaz, ur vereri vras, teir lev diouzh amañ ?

GUILCHER
Eo, eo, meur a wech.

LOMIG
E mereri Kerlaz, Mari Poder, plac’h saout, oa daoubleget, koulz lavarout, dindan un dortenn tevoc’h kalz eget hoc’h hini.

GUILCHER
Gwir eo, gwelet em eus, a-wechoù, ar plac’h-se ; gwir eo.

LOMIG
Pelloc’h un tammig, Paol Segalen, mervel en ur vereri all, oa brasoc’h c’hoazh e nec’hamant ; hennezh, siwazh, oa tort a-ziaraok ha tort a-ziadreñv.

GUILCHER
Paourkaezh den yaouank !

LOMIG
Mat ; Mari Poder ha Paol Segalen, goude bezañ goulennet ur c’huzul digant Yann al Laou, a zo bremañ, o-daou, ken sonn hag ur voger nevez. Kit d’her c’havout ivez ; met arabat kaout aon. En despet d’e c’houiziegezh Yann n’hell ket, e nep giz, pareañ an dud aonik.

GUILCHER
N’em eus aon, me, rak netra, va mignonig karet, ha peogwir ’out anavezet mat gant an den-se e c’hellfes komz outañ un tammig diwar va fenn ? Hein ?

LOMIG
Evit ar gwellañ ; tostik-tost amañ eo, bremañ, e mereri ’en em gav e-kichen Kerloc’h ; deut eo eno da bareañ ar c’hwreg hag ar vuoc’h zu, a zo klañv-bras o-div.

GUILCHER
Ha te a c’hell mont d’e gerc’hat ha lavarout dezhañ dont amañ ?

LOMIG
Netra aesoc’h. Ne rin nemet mont-dont. Job a zeu ; Lomig a ya kuit, hag er-maez, laouen e vouezh, e kan adarre. Guilcher ha Job a selaou.

    Karout a rin da viken
    Va dousig Gwenola ; (bis)
    Selaouit va c’hanaouenn
    Tra la la la la la !

    Kan a-bouez-penn, Lomig    )
    Kan evel un evnig                   ) bis