VII Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN HEVELEP RE, PATRIG

PATRIG da Dremeur
Me ho salud, priñs kalonek Kernev ha Leon. Mar plij ganeoc’h, me ’gano deoc’h ur werz nevez diwar-benn ar gounid hoc’h eus bet a-enep hon enebourien. Me ’gano ar c’han, an holl a-bezh a gano an diskan, mar kirit.

TREMEUR
A galon vat. An holl a azez. Patrig, en e za, a gan e-kreiz an holl.

GWERZ KLEZE BREIZH-IZEL
war don Ar breur mager (Barzhaz Breizh)

PATRIG
Bolz an neñv zo teñval hiriv. Ar c’hoabr en em ruilh
Mesk e mesk, o leuskel da gouezhañ warnomp glav-puilh (2 w.)

DISKAN
war don Al leur nevez (Barzhaz Breizh)

AN HOLL
Pa c’hwezh avel greñv ar brezel,
Sko buan, Kleze Breizh-Izel.
War sav, Breizhad,
Dalc’h mat.
Doue ra viro
Da vro !

PATRIG
Petra ’welomp war vro, a-bell, petra ’welomp-ni
O nijal, o nijal, ’vel ur vandenn goelani ? (2 w.)

AN HOLL
Pa c’hwezh avel greñv…

PATRIG
Listri eo, listri bras, holl e gouelioù astennet.
Leun ’int a laeron vor, Saozon fall ha Normaned. (2 w.)

AN HOLL
Pa c’hwezh avel greñv…

PATRIG
Laz ar bleizi daonet ; taol warno da vallozh ruz
Gwad bleiz, pa c’hleb an douar, hel laka da vezañ druz. (2 w.)

AN HOLL
Pa c’hwezh avel greñv…

PATRIG
O Sant Mikael ! chomit en hor c’hichen, ha bepred
Trec’h e vezimp d’an dud difeiz ha d’an drouk-spered. (2 w.)

AN HOLL
Pa c’hwezh avel greñv…

TREMEUR
Da werz, Patrig, a zo kaer-kenañ. Gloar d’ar varzhed a veul Breizh en o gwerzioù. Enor d’ar re a gan brezel santel ar Gristenien a-enep an diaoul. Me a laka ac’hanout da varzh kentañ ar vro, Patrig, hag e roin dit ur sae glas, marellet gant bleuñv aour. Stouiñ a ra Patrig dirak Tremeur.

ERWANN o sellet war-zu ar maez
Setu o tont davedomp, aotroù Tremeur, an aotroù ’n eskob Kemper, hag ho mab kalonek Tugdual gantañ.