VI diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

LOULL, YANNIG, KROGENNEG

KROGENNEG o saludiñ
Me ho salud gant doujañs, aotroù barner.

LOULL rust e vouezh
Perak e teuit amañ ? Ne varner ket hiriv, c’hwi a oar, ha labourat start a ran gant va grefier, peogwir hon eus un nebeudig amzer ganeomp. Petra ’fell deoc’h ? Yannig a gren atav.

KROGENNEG
Me a c’houlenn pardon diganeoc’h, aotroù barner ; kaset ’on bet abaoe dec’h hepken, er vro-mañ, met un dra vras am eus da lavaret deoc’h. Yannig, deuet da vezañ foll gant ar spont, a gouezh dindan an daol.

LOULL
Ha, va Doue, va Doue ! va grefier paour kouezhet dindan an daol. Roit un tammig skoaz din, mar plij, evit e sevel diwar an douar.
Loull ha Krogenneg a laka a-nevez Yannig war e gador. Yannig a gren atav.
Va grefier a zo klañv-bras, pell zo. Ne c’hellin ket mirout, pelloc’h amzer, e garg dezhañ, siwazh !

KROGENNEG gant truez
Paourkaezh aotroù. Petra en deus ?

LOULL
Droug Sant Yann a zo gantañ.

KROGENNEG
Paourkaezh aotroù !

LOULL
Ha petra eo ar pezh hoc’h eus da lavaret din ?

KROGENNEG
Deuet ’on dirazoc’h, aotroù barner, a-berzh an aotroù Bolod, medisin chatal. Hennezh a zo bet laeret e sac’h, m’edo e-barzh e vinviajoù, e zilhad hag e lein. Laeret eo bet ar sac’h e porzh ostaliri ar Marc’h Gwenn. Yannig c’hoant kousket gantañ, a zigor frank e c’henoù hag a laosk ur vlejadenn vihan.

LOULL
Feiz va Doue, me ’anavez al laeron, her c’hrediñ a ran a-walc’h ; n’eus nemet ur pennadig, va grefier ha me, hon eus gweket o tremen, er-maez, daou ribler eus ar re gaerañ, gwisket gant tammoù kozh dilhad fall. Unan anezho a oa ur sac’h tev war e gein. Ho taou labous eo, a gav din. Ar re-se n’int ket pell, a dra sur. O redek war o lerc’h diouzhtu, va mignon, gant ar ru vras, du-hont, kregiñ a reot enno ; met hastit afo ! hastit buan.

KROGENNEG
Ya, aotroù barner. Denez a zeu e-barzh.