Degemer mat war lec’hienn ar raktres Daskor ! Savet eo bet gant izili a-youl-vat ur gevredigezh. Ar pal a zo ganeomp : lakaat an darn vrasañ da anavout ha da vout lorc’h enno gant al lennegezh vrezhonek.

Emaomp war glask skridoù kuit a wirioù, hag o feurskrivañ a reomp hini hag hini diouzh an doare-skrivañ a-vremañ. Evel-se hon eus aozet dija 2239 skrid eus al lennegezh vrezhonek !

Kinnig a reomp deoc’h ar skridoù-se diouzh an aozer, diouzh ar rumm, diouzh an dodenn… Gallout a rit kaout an holl er stumm niverel, digoust, hag embannet hon eus un darn anezho e levrioù godell zoken.

Kinnig a reomp deoc’h ivez skorioù a bep seurt a-zivout al lennegezh vrezhonek (un istorig, buhez an aozerien…) hag a-zivout ar brezhoneg (skridoù divyezhek, tutorial brezhoneg…).

  • C’havell (ar)

    Plac’hed an aod a gan ur gan
    Hag a zo trist, hag a zo splann.

    Dors, petit enfant, dans ton lit bien clos ;
    Dieu prenne en pitié les bons matelots !

    – Chante ta chanson, chante, bonne vieille !
    La lune se lève et la mer s’éveille.

    Quand tu seras mousse, hélas ! c’est le vent
    Qui te bercera dans ton lit mouvant.

    – Chante ta chanson, chante, bonne vieille !
    La lune se lève et la mer s’éveille…

  • Vartoloded (ar)

      Pa sav an noz teñval 
      War ar mor o youc’hal, 
      A-raok ma strak ar groz 
      A gan an eostig-noz. 

    Diwall da vag ha da rouedoù 
    Ouzh hent avel gouez an Ankoù, 
    Pesketaer kozh, rak eo kuzhet
    Kuzhet steredenn Kozh-Keoded. 

      Me ’glev, pa sav an noz
      Pa sav eus tu Bro-Saoz, 
      Klemm ul lestr o veuziñ : 
      Pedit holl, Breizhidi. 

    Diwall da vag ha da rouedoù… 

      Noz dall. Ouzh…

  • Marv (ar)

    E koun eus va mignon Colomban L.

    Soñjit en ho tad, en ho mamm,
    Er purgator, e-kreiz ar flamm.

        Kantikoù eskopti Kemper

        War don Kelven

    Tan ar c’huzh-heol a varve dre-holl a-nebeudoù,
    Gwel du an noz ’n em lede war gern ar menezioù,
    An aezhenn skañv a skrije e-touez ar geot, en traoñ,
    Hag a lavare klemmus : « Bet soñj eus an Anaon ! »

    Ar gwenan oa distroet en o c’holoennoù,
    Al…

Me ’anavez ur marc’h glas,
Gouest da zougen kant karrad dir
Ha n’eo ket gouest da zougen ur spilhenn.

Ar mor

Feiz ha Breizh